Cath Maige Tuired

Kannadour ar Fir Bolg hag ur gourvab d'an doueez Danann o komz a-raok mont d'an emgann e Maige Tuired, skeudenn gant Stephen Reid evit Myths & Legends of the Celtic Race gant T. W. Rolleston's, 1911

Cath Maige Tuired (iwerzhoneg a-vremañ: Cath Maighe Tuireadh; a dalv. "Emgann Magh Tuireadh") zo anv daou emgann kontet e gwengeloù Iwerzhon. An daou emgann a c'hoarvezas e Connacht: an hini kentañ e tiriad Conmhaícne Cúile Tuireadh nepell eus Cong, Kontelezh Mayo, an eil a c'hoarvezas e-kichen Loch Arbhach e Kontelezh Sligeach. An daou a ziskouez kurioù gourvibion Danann, da gentañ a-enep ar Fir Bolg, hag a-enep ar fomorianed goude.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search